Hor reolennoù

Ar Gevelouri Ekologel ha Sokial a stroll un hollad tud mennet da sevel ur raktres-kêr ha kumuniezhel evit Kemper ha bodad kumunioù Kemper Breizh-Izel.
Diazezet eo war ar manifesto evit un treuzkemm ekologel ha keodedel e Kemper hag he meurgêr.

Perzhded an izili

Neb a sin karta ha reolennoù mont en-dro hag a zo o chom war tiriad Kemper Breizh-Izel a zo gwelet evel ezel ar gevelouri geodedel.
Ar perzh-se a goller dre zilez. Un diouer a zoujañs d’ar garta ha d’ar reolennoù a c’hell bezañ un digarez da gaozeal, da hanteriñ pe skarzhiñ hervez ar fedoù.

Mont en-dro / Aozadur

Ar gevelouri a ya en-dro hervez pennaennoù ‘zo :

– Ingalded etre an izili, un den = ur vouezh.

– Doujañs doc’h pennaennoù demokratel ha skoueriusted er mont en-dro.

– Ingalded etre ar merc’hed hag ar baotred.

– Anzav hon diseurtegezh, hol liesseurtegezh hag hol liesyezhegezh.

– Hegarated ha bout war selaou an eil get egile.

Doareoù diviz

Asant an holl a zo degemeret ( reolenn an »arbennadenn ebet »). Ma n’eo ket tizhet an asant hollek daoust d’an eskemmoù e vez graet ur votadeg. Hollad ar mouezhioù a-du a rank bout uheloc’h evit 70 % eus sammad ar mouezhioù a-du hag a-enep . Pep kinnig a obererezh a zo d’ober stad anezhañ adal ma touj doc’h talvoudegezhioù ar strollad.

Hentenn labour evit sevel ar programm : En em vodiñ ha buheziñ ar c’harterioù , emvodoù foran, kejadennoù gant ar c’hevredigezhioù, oberourion an ekonomiezh, evit boueta preder ar c’hengorioù liesseurt ha skigniñ hon endalc’hioù.
Ar stalioù-labour a brient kinnigoù programm da vout kadarnaet gant ur vodadeg-veur, mestrez nemeti war an dibaboù.

Mont en-dro ar gêr hag ar gumun a zo hervez ar barregezhioù. Ur redi eo derc’hel stad anezhe met ar c’hudennadurioù a vez gwelet evel elfennoù ur reizhiad hollek.

Get ur spered hegarat hag evezhiek ez eo izili ar strollad kenatebek mennet da dizhout ar palioù boutin.

Kannaderezh : Pevar degemenner kemparek (get ur brezhonegour pe ur vrezhonegourez d’an nebeutañ).

Sevel ar listenn

– Da gentañ : ur votadeg doare votiñ kuzh, evit kaout ul listennad tud.

– Da eil : ur votadeg doare Aostralia, da lâret eo ur vouezhiadenn dre vilhedoù kuzh en ur lakaat an danvez kannaded en urzh c’hoantaet.

– Gellet a reer mouezhiiñ dre c’halloudegadur ur wezh hepken. War ar vouezhiadenn-mañ e rank bezañ skrivet anv ar leurer pe ar leurerez hag anv ar leuriad pe ar leuriadez.

Priziiñ ar labour hollek (a-raok an dilennadegoù hag e-pad al leuriadur).

Kinniget eo d’ar gannaded ha kannadezed enoriñ o endalc’hioù en ur zaremprediñ ar gevelouri a-dost hag a-hed ar leuriadur. Izili ar gevelouri a zo liammet get ar gannaded hag ar c’hannadezed hag a rank ambroug anezhe.

Ar gevelouri geodedel e-pad ur vodadeg-veur a c’hell en em zizober eus un ezel ma n’eus ket bet doujet da elfennoù ar garta meneget a-us ganti / gantañ, henvel eo evit unan dilennet.

Share This