KARTA ar gevelouri Ekologel ha Sokial

Ar galv da sevel ur raktres evit kêr Gemper a oa ur galv evit an dud. Diazezet e oa war ur manifesto evit un treuzkemm ekologel ha keodedel e Kemper hag he meurgêr.

Ar framm politikel

Emaomp o tont a bep tu, gant doareoù hag anaoudegezhioù disheñvel eus hon tolead. N’eus den ebet en hon touez a gred e c’hell an holl en em gavout asambles hep na chomfe disheñvelder na dislavar ebet etrezomp da vont da grouiñ ur seurt keodedouriezh unan hag unvan.
Gouzout a reomp ivez ez eus freuz ha reuz er strolladoù politikel, kriz-tre a-wezhioù, a zeu eus an diabarzh pe eus an diavaez… Gwir eo e rankomp mont dreist d’hon disheñvelderioù evit sevel ur raktres fetis evit Kemper Breizh-Izel, ar gumuniezh kumunioù. Arabat neuze degas amañ ar c’hudennoù hon eus etrezomp.
Mallus-tre eo ober un dra bennak a-enep tommadur an hin, diskar ar vevliesseurted, an danvezioù naturel o vont da get, an dizingalded sokial o kreskiñ, an demokratelezh n’eo ket unan wir, an tu dehou pellañ o kreskiñ ingal. Atebek omp da zont a-benn da gendeuziñ nerzhioù an tu kleiz enebet ouzh ar frankizegezh nevez ha nec’het gant direizhamant an hin. Hor c’heodedourien a c’hortoz se diganeomp…
Diouzh an tu all ez eus bet kaset ur bern barregezhioù a oa d’an ti-kêr betek ar gumuniezh kumunioù. Teknokratek-tre eo mererezh an Diazezadur Publik a genlabour Etrekumunel (DPKE). N’eo ket demokratel a-walc’h e aozadur politikel. Meret e vez gant dilennidi a zeu eus strolladoù disheñvel ha n’haller ket meizañ penaos e vo e zoare a-raok an dilennadegoù.

Koulskoude e vo ret bezañ e-barzh an aozadur teknokratel-se, met n’eo ket ar pal pennañ…
Gwelet a reomp pelloc’h ha larkoc’h eget mererezh ekologel an tiriad. Ret e vo deomp kaout ur framm ekologel ha sokial lec’hel hag hollek, an daou o vont a-gevret. N’eus nemet evel-se ma vo kredet en hor programm gant keodedourien dipitet.
Merourien e vimp hag atav en emsav sokial evit chom hep koll ar stur hag evit derc’hel hon nerzh politikel.

Neuze ‘ta e vo tri fal da dizhout gant hor strollad keodedourien :

– Merañ kêr hag implijout an holl zoareoù da «bareañ» anezhi ha da wareziñ ar pezh zo boutin deomp-holl (prientiñ an emdroadurioù a bep seurt (ekonomikel, hinel, sokial h.a…) a vo bevet ganeomp hag ar remziadoù da zont..

– Digreskiñ al louc’had ekologel ha stourm a-enep direizhamant an hin hag evit gwareziñ ar vevliesseurted..

– Kreñvaat obererezh sokial ar gêr hag ar veurgêr evit digreskiñ an dizingalded hag evit kinnig doareoù bevañ dereat evit an holl..

– Lakaat war wel al liesseurted sevenadurel ha yezhel..

– Ret eo d’hon dilennidi sinañ ar garta anticor..

– Gervel an niver brasañ a oberourien evit reiñ fiziañs d’an holl. (lakaat an annezidi da gemer perzh en ur vuhez demokratel lec’hel gwirion)..

– Embann sklaer komzoù politikel kreñv, graet a-stroll, evit kas komzoù lec’hel da gaout un dalvoudegezh hollek. (bezañ e-mesk ar geodedourien hag ar gevredigezh sivil, bezañ e-touez ar c’hêrioù a gas da benn un treuzkemm energiezh, bezañ e-touez ar c’hêrioù disuj evit rannañ ar skiant-prenet…).

?Evit un treuzkemm ekologel ha keodedel e Kemper.

Kemper a rank bezañ a-unan gant lusk etrebroadel ar c’hêrioù war hent an treuzkemm ekologel ha keodedel. Atebek omp eus an dra-se. Ar remziad diwezhañ omp a c’hell digreskiñ tommadur an hin.

N’haller ket lakaat ur cheñchamant ken bras war gont nerzh an dud nemetken, tud lakaet da harozed ar vuhez pemdez. Ret eo kaout ivez un engouestl a-stroll war pep tachenn. Ar youl hag an ober politikel zo traoù ret evit gellet treuzkemm an doareoù da vevañ. Piv a c’hell mont war varc’h-houarn ma n’eus ket eus an terkadurioù ret e kêr.

• ? Piv a c’hell ober gant an treuzdougen boutin ma n’int ket aes da dapout, sur hag ingal.

• ? Piv a c’hell debriñ lec’hel ha bio ma n’eus ket hentadoù aes evit an holl.

• ? Piv a c’hell digreskiñ e energiezh fosil pe nukleel, ma ne vez ket harpet an digresk beveziñ, an efedusted energiezh, diorren an energiezhioù nevezadus.

• ? Kemmadur Kemper hag e veurgêr zo un dra d’ober a-stroll evit ma vefe hor c’hêr unan a zesach an dud.

Difenn a ra an ekologiezh e kêr ar galloud da ober ha da vevañ e Kemper evit pep hini. Analañ en un endro yac’h, debriñ mat, bevañ e tier dereat a goll nebeutoc’h a energiezh, ar fiñvusted doujus, an natur e kêr, obererezhioù a-stroll gant annezidi all. An traoù-se a dalvez ivez adskoulmañ darempredoù gant tud all, pa vezont nebeutoc’h gant an doareoù bevañ a-vremañ, gwarantiñ plas ar sevenadur e kêr evel diazez hiniennel hag a-stroll hor breudeuriezh. Talvezout a ra ivez kas da benn ur politikerezh yezh youlek evit ar brezhoneg, amañ e kêr-benn Kerne, dougen talvoudegezhioù un ekonomiezh poellek, nevezus ha kengret, enframmet e kêr, ha na lak ket goullo kalon ar gêr hag ar c’harterioù. Harpañ implijoù an treuzkemm n’haller ket dilec’hiañ !

An treuzkemmoù-se a vez kaset da benn e meur a gêr, bihan pe bras, e Grande-Synthe, e Pariz, Grenoble pe Strasbourg. Hor c’harg eo bremañ lakaat an ekologiezh da vezañ e kreiz ar politikerezhioù foran. Ret eo kompren n’eus ket a ekologiezh na vefe ket kengret. Mont a ra asambles gant harp ar re vunut ha bresk, gant rannañ ar strivoù a-stroll, gant ar stourm a-enep dilez tud ‘zo, ar baourentez, an droukziforc’hioù hag an dizingalded. Kontrol da lod a ya war-zu ar gasoni hag an estrengasaouriezh, n’haller ket nac’h an dud a dec’h evit chom bev. Kalon hor c’hevredigezh a rank bezañ an denelezh hag ar vreudeuriezh. Ret eo ivez adsoñjal e perzh an annezidi da vevañ ur gwir demokratelezh lec’hel, leun ha moral…

Ekologiezh, kengred ha demokratelezh eo tri diazez hor raktres ekologiezh e kêr-Gemper.

Ur galv a gasomp d’an holl re a fell dezho bezañ perzh er raktres-mañ. Greomp asambles, amañ ha bremañ.

Share This